Div blac'h yaouank eus Enez-Eusa a oa o … kregina … en aod.
E traoñ an torraod o doa gwelet ur Vorganez o lakaat un teñzor da …sec'hiñ …en heol war div zoubier wenn.
Deuet e oa ar c'hoant d'an div blac'h yaouank da … guriuzenniñ ….
Toastet e oant, didrouz, en ur … guzhat … a-dreñv ar c'herreg. Hag evel-se e oant en em gavet e-kichen ar … Vorganez …
Ken … souezet … e oa bet houmañ ma n'oa ket deuet d'he … spered … tec'het diouzhtu.
Ouzhpenn-se, daoust dezho bezañ … ranell …, ar merc'hed yaouank a … ziskoueze … bezañ fur ha plijadurus.
Setu m'he doa ar Vorganez, e-lec'h … splujañ en dour … gant an teñzorioù, pleget an div zoubier
en-dro d'an holl draoù kaer ha roet bep a … bakad … d'an div blac'h.
Nemet e oa arabat dezho sellet e-barzh a-raok … en em gavout … e ti o zud.
Setu an div blac'h yaouank, choukatet o fakad ganto, o vont d'ar gêr d'an … daoulamm ruz …
Unan anezho avat a oa klañv gant ar c'hoant … gwelout an diamantoù hag ar bravigoù …
N'he doa ket gellet mont keid-all. Pa oa dispartiet diouzh he mignonez, hag a oa o vont … etrezek ar gêriadenn … all,
he doa lakaet he fakad war al leton. He c'halon a oa o lammat. Dibleget he doa an doubier.
Allas ! Ne oa nemet … koc'h kezeg … e-barzh. Kaer e oa dezhi leñvañ, re ziwezhat e oa.
Eben az eas betek ar gêr hep ober ehan ebet. Eno, en o loch paour, dirak … daoulagad he zad … hag he mamm,
he doa digoret he doubier. Barnet e oant bet gant an teñzorioù a oa dirazo : mein prizius, perlez, aour ha danvez kaer…
Savet e oa ar familh da … binvidik … en un taol. Neuze o doa lakaet ober un ti bras ha prenet … douaroù … .
Ar gaoz a zo vefe c'hoazh bruzunoù eus teñzor ar Vorganez gant o diskennidi en Eusa.
torraod pe ivez tornaod➣ falaise
doubier (an tamm danvez a vez lakaet war an daol) ➣ nappe
ranell (fri-furch)➣ très curieux
choukatet (v.choukatañ, dougen ub war ar chouk)➣ porter un fardeau sur la nuque
bruzunoù (tammoù, restachoù)➣ miettes, restes, morceaux
diskennedi (tud ur memes familh hag o deus ar memes tud-kozh)➣ descendants
kregina ➣ pêcher la coquille
kuriuzenniñ (añ) ➣ faire le curieux
tostaat (da, ouzh) ➣ approcher
kuzhat(v)(n) ➣ cacher, cachette
karreg (pl. kerreg) ➣ rocher, récif
souezhañ(v) ➣ étonner
tec'hel, tec'hout(v) ➣ fuir, s'enfuir
diouzhtu (adv) ➣ tout de suite, aussitôt
ouzhpenn (adv, prep) ➣ en outre, en plus de
daoust(da) ➣ malgré, quoique
diskouez(v) (a ziskoueze)➣ montrer
fur ha plijadurus ➣ sage et agréable (bien élevée)
e-lec'h ➣ au lieu de
pakad ➣ paquet, ballot
daoulamm ruz ➣ triple galop
gallout(v)(p.passé gellet) ➣ pouvoir
keid-all➣ si longtemps, si loin, plus loin
dispartiañ(v) ➣ séparer
etrezek (prep.)➣ vers
leñvañ(v)➣ gémir
kuzhat(v)(n) ➣ cacher, cachette
diwezhatat(adv) ➣ tard, tardif
eben° (egile) ➣ l'autre (au féminin)
ehan ➣ arrêt, halte, station
loch ➣ cabane, masure
bamañ(v)➣ s'émerveiller, s'étonner
dirazo (dirak) ➣ devant-eux
danvez(n) ➣ étoffe, matière, richesse
gaoz ➣ on-dit, rumeur, bruits